Raktres Manhattan

Raktres Manhattan
military project, task, strollad tud, experiment, megaproject
StadStadoù-Unanet, Rouantelezh-Unanet, Kanada Kemmañ
Lec'hOak Ridge Kemmañ
Sez sokialOak Ridge Kemmañ
Deiziad kregiñ1939 Kemmañ
Deiziad echuiñ1946 Kemmañ
Present in workStallion Gate Kemmañ
PerzhiadRobert Oppenheimer, Leslie Groves Kemmañ
Research siteB Reactor Kemmañ
PalArm nukleel Kemmañ
ProduFat Man, Little Boy, The Gadget, fissile material Kemmañ
Ar jeneral Leslie Groves, a-gleiz, a oa e penn ar Raktres Manhattan. A-zehou, ar fizikour Robert Oppenheimer, rener skiantel ar raktres.

Raktres Manhattan eo anv kod ar raktres enklask renet e-pad an Eil Brezel-bed, a roas o zu d'ar Stadoù-Unanet, sikouret gant ar Rouantelezh-Unanet, Kanada ha klaskerien eus Europa[1], da sevel ar c'hentañ bombezenn A eus an istor e 1945.

Dindan renerezh ar fizikour Robert Oppenheimer hag ar jeneral Leslie Groves e oa roet lañs d'ar raktres e 1942 e kuzh, da-heul ul lizher a-berzh Leó Szilárd d'an 2 a viz Eost 1939, kensinet gant Albert Einstein, d'ar prezidant Roosevelt a lavare e oa marteze an Trede Reich o labourat war ur raktres kevatal[2]. E gwirionez, strivoù ar glaskerien alaman war an dachenn-se ne oant ket bras.

Ar Raktres Manhattan a welas ijinadenn, produadur ha tarzh teir bombezenn atomek. An hini gentañ, ur vombezenn dre blutoniom (badezet « Gadget », ha « Trinity » e oa anv kod ar c'hentañ taol esae atomek en istor), a oa bet amprouet d'ar 16 a viz Gouere 1945 er gouelec'h e-kichen Alamogordo e stad Mec'hiko Nevez. An div war-lerc'h, unan dre uraniom hag eben dre blutoniom a oa bet badezet Little Boy (Paotr Bihan e brezhoneg) ha Fat Man (Den Tev e brezhoneg), a oa taolet war ar c'hêrioù eus Bro-Japan : Hiroshima d'ar 6 a viz Eost 1945 ha Nagasaki d'an 9 da-heul.

E 1945, e oa muioc'h evit 130 000 den o labourat evit ar raktres. Koustañ a reas daou viliard a zollarioù stadunanat en holl.

  1. E Los Alamos National Laboratory (LANL) renet gant ar fizikour Robert Oppenheimer, e kaver ur skipailh mat a fizikourien. En o zouez pevar friz Nobel Fizik : Niels Bohr, James Chadwick, Enrico Fermi hag Isidor Isaac Rabi.
  2. Lizher Einstein d'ar prezidant Roosevelt

Developed by StudentB